1 Tesalonikiz 3
3
Pennad 3
1Dre-se, o vezañ ma ne c’hellemp ket gortoz pelloc’h, karet hon eus muioc’h chom hon-unan en Aten, 2hag hon eus kaset Timote hor breur, ministr Doue, hor c’henlabourer en Aviel Krist, evit ho kalonekaat hag hoc’h aliañ diwar-benn ho feiz, 3evit na vo den brañsellet er glac’haroù-mañ, rak anavezout a rit hoc’h-unan ez omp tonket evit kement-se. 4Pa oamp ganeoc’h, hon eus lavaret deoc’h en a-raok hor bije da c’houzañv poanioù, evel ma’z eo c’hoarvezet hag evel ma ouzoc’h. 5O vezañ ne c’hellen ket gortoz pelloc’h, em eus da glevout diwar-benn ho feiz, gant aon n’en dije an tempter touellet ac’hanoc’h ha na vije deuet hol labour da vezañ difrouezh.
An Aviel kemennet gant Timote
6Met bremañ Timote, o vezañ distroet eus ho kichen d’hor c’havout, en deus degaset deomp keloù mat eus ho feiz hag eus ho karantez; lavaret en deus deomp e virit ur soñj mat ac’hanomp, o c’hoantaat hor gwelout evel ma c’hoantaomp hon-unan ho kwelout. 7Evel-se breudeur, frealzet omp bet dre ho feiz e-kreiz hon holl c’hlac’haroù hag ankenioù. 8Rak bevañ a reomp bremañ, peogwir e chomit start en Aotrou. 9Pebezh trugarez na c’hellomp ket reiñ da Zoue diwar ho penn, evit an holl levenez hon eus dirak hon Doue abalamour deoc’h! 10Pediñ a reomp anezhañ gant birvidigezh noz-deiz evit ma c’hellimp gwelout ho tremm ha peurleuniañ ar pezh a vank d’ho feiz. 11Ra reno Doue e-unan hon Tad, ha Jezuz-Krist hon Aotrou, hor c’hammedoù war-zu ennoc’h, 12ha ra lakaio ac’hanoc’h an Aotrou da greskiñ ha da fonnañ er garantez an eil e-keñver egile hag e-keñver an holl, evel ma hon eus-ni en ho keñver, 13ha ra nerzho ho kalonoù evit ma vint didamall er santelezh dirak Doue hon Tad, pa zeuio hon Aotrou Jezuz-Krist gant e holl sent.
Currently Selected:
1 Tesalonikiz 3: Koad21
Highlight
Copy
Compare
Share
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in