1
Romaned 12:2
Levr ar Genes ha Testamant Nevez 1897 (Jenkins)
JEN1897
Ha na gemerit ket skouer var ar bed‐man, mes bezit chanchet holl, en eur zond da gaoud eur spered nevez, evit ma c’hanavezfot ez eo bolontez Doue mad, agreabl ha parfet.
Compare
Explore Romaned 12:2
2
Romaned 12:1
Ho pedi a ran eta, breudeur, dre an drugarezou a Zoue, da rei ho corfou en sacrifis beo, santel, hag agreabl da Zoue, rag evel‐se e tere ouzoc’h hen servicha.
Explore Romaned 12:1
3
Romaned 12:12
Bezit joaüs en esperans, leun a batianted en afflictionou, ha kendalc’hit er beden.
Explore Romaned 12:12
4
Romaned 12:21
Na lez ket an droug da veza treac’h d’id; mes treac’h an droug gant ar mad.
Explore Romaned 12:21
5
Romaned 12:10
Evit ar pez a zell ouz ar garantez etre breudeur, bezit leun a deneredigez an eil evit egile. Er pez a zell ar respet, bezit leun a volontez vad an eil e‐kenver egile
Explore Romaned 12:10
6
Romaned 12:9
Ra vezo ar garantez leal. Kemerit kas ouz an droug, en em stagit ferm ouz ar mad.
Explore Romaned 12:9
7
Romaned 12:18
Mar d’eo possubl, hag en kement ha ma tepant ouzoc’h, bevit en peoc’h gant an holl dud.
Explore Romaned 12:18
8
Romaned 12:19
N’en em venjit ket hoc’h‐unan, va breudeur muia‐karet, mes lezit ar goler a Zoue da ober kement‐se; rag scrivet eo: Ar venjans a zo d’in‐me; me he rento, eme an Aotrou.
Explore Romaned 12:19
9
Romaned 12:11
Na vezit ket didalvez e‐kenver ar zêl. Bezit leun a fervor en ho spered; servichit an Aotrou.
Explore Romaned 12:11
10
Romaned 12:3
Hogen, lavaret a ran da bep hini ac’hanoc’h, dre ar c’hras a zo bet roet d’in, diwall da gaoud anezhan he‐unan eun istim brassoc’h eged n’eo dleet, mes kaout santimanchou deread, hervez ar muzur euz ar feiz a zo bet roet da bep hini.
Explore Romaned 12:3
11
Romaned 12:17
Na rentit da zen an droug evit an droug; en em stagit ouz ar pez a zo mad dirag an holl dud.
Explore Romaned 12:17
12
Romaned 12:16
Ra vezo ar memeus santimanchou etrezoc’h; na glaskit ket ar grandeuriou, mes en em gontantit euz an traou izel; na vezit ket fur dirag ho taou‐lagad hoc’h‐unan.
Explore Romaned 12:16
13
Romaned 12:20
Rag‐se, mar hen deuz da enebour naoun, ro da zibri dezhan; mar hen deuz sec’hed, ro da eva dezhan; rag en eur ober evel‐se, e tastumi glaou‐tan var he ben.
Explore Romaned 12:20
14
Romaned 12:14-15
Bennigit ar re a deu d’ho persecuti; bennigit, ha na roit ket ho malloz. Bezit laouen gant ar re a zo laouen, ha gwelit gant ar re a zo o wela.
Explore Romaned 12:14-15
15
Romaned 12:13
Kemerit perz en ezomou ar zent; bezit prim da zigemer en ho ti.
Explore Romaned 12:13
16
Romaned 12:4-5
Rag, evel ma hon euz en eur c’horf hep‐ken kalz a izili, ha n’ho deuz ket an holl izili‐ze ar memeus labour da ober; evel‐se ni, petra‐benag ma’z euz kalz ac’hanomp, ez omp eur c’horf hep‐ken er C’hrist; hag ez omp pep hini ac’hanomp izili an eil d’egile
Explore Romaned 12:4-5
Home
Bible
Plans
Videos