1
Apocalyps 3:20
Levr ar Genes ha Testamant Nevez 1897 (Jenkins)
JEN1897
Setu, emoun e‐tal an nor, hag e skoan; mar teu unan‐benag da glevet va mouez ha da zigeri an nor d’in, ec’h antrein en he di, hag e koanin assambles ganthan, hag hen assambles ganen.
Compare
Explore Apocalyps 3:20
2
Apocalyps 3:15-16
Anaoud a ran da oberou; gouzoud a ran n’ez oud na ien na tom‐bero. Oh! ma vijez bet pe ien pe tom‐bero! Evel‐se, abalamour ma’z oud klouar, ha na’ z oud na ien na tom‐bero, me a daolo ac’hanoud er meaz euz va genou.
Explore Apocalyps 3:15-16
3
Apocalyps 3:19
ha dillad gwenn, evit ma vezi gwisket, ha na vezo ket gwelet ar vêz euz da noazder, ha louzou da lakaad ouz da zaou‐lagad, evit ma teui da velet. Repren ha castiza a ran ar re holl em euz karantez evithe; az pez zel eta, ha distro.
Explore Apocalyps 3:19
4
Apocalyps 3:8
Anaoud a ran da oberou; setu, em euz digoret eun nor dirazoud, ha den na hell he zerri; abalamour ma c’heuz neubeud a nerz, ha ma c’heuz miret va ger, ha n’ec’h euz ket nac’het va hano.
Explore Apocalyps 3:8
5
Apocalyps 3:21
An hini a drec’ho, me hen lakai da azeza ganen var va zron, evel ma em euz‐me ive trec’het hag emoun azezet gant va Zad var he dron.
Explore Apocalyps 3:21
6
Apocalyps 3:17
Rag te a lavar: Me a zo pinvidic, hag em euz dastumet madou, ha n’am euz ezom a netra; ha na ouzoud ket penaos ez oud maleürus, ha mizerabl, ha paour, ha dall, hag en noaz.
Explore Apocalyps 3:17
7
Apocalyps 3:10
Abalamour ma ec’h euz miret ar ger euz va fatianted, me ive a viro ac’hanoud euz a heur an dentation pehini a dle dond var ar bed holl, evit amprouv ar re a zo o choum var an douar.
Explore Apocalyps 3:10
8
Apocalyps 3:11
Emoun prest da zond; dalc’h stard ar pez ec’h euz, evit na gemero den da gurunen.
Explore Apocalyps 3:11
9
Apocalyps 3:2
Laka evez, ha krenva ar pez a choum c’hoas hag a zo o vond da vervel; rag n’am euz ket kavet da oberou parfet dirag Doue.
Explore Apocalyps 3:2