1
S. Jakes 3:17
Levr ar Genes ha Testamant Nevez 1897 (Jenkins)
JEN1897
Evit ar pez a zell ar furnez euz an env, da genta ez eo pur, ha neuze sioul, moderet, gouzoud a ra plega, leun eo a drugarez hag a frouez mad, douget evit an eil kerkoulz hag evit egile, hag heb hipocrizi.
Compare
Explore S. Jakes 3:17
2
S. Jakes 3:13
Ha beza ez euz en ho touez eun den fur ha gwiziec‐benag? Ra ziskouezo he oberou dre eur gundu vad gant an dousder euz ar furnez
Explore S. Jakes 3:13
3
S. Jakes 3:18
Hogen, frouez ar justis a vez hadet er peoc’h, evit ar re en em ro d’ar peoc’h.
Explore S. Jakes 3:18
4
S. Jakes 3:16
Rag dre‐holl, el leac’h ma ema ar jalouzi hag an disput, eno ez euz direizted hag a bep seurt drouk.
Explore S. Jakes 3:16
5
S. Jakes 3:9-10
Gant an teod e vennigomp Doue an Tad, ha gant an teod e taolomp malloz var an dud, pere a zo bet great ouz henveledigez Doue. Euz ar memeus genou e teu bennoz ha malloz. Va breudeur, arabad eo e vez count evel‐se.
Explore S. Jakes 3:9-10
6
S. Jakes 3:6
An teod a zo ive eun tan, eur bed a fallentez. Evel‐se ez eo lakeat an teod e‐touez hon izili, o souilla ar c’horf holl, hag oc’h entana ar vuez holl, entanet he‐unan gant an ifern.
Explore S. Jakes 3:6
7
S. Jakes 3:8
mes den e‐bed na hell donvaad an teod; eur gwall‐dra eo ha na heller ket beza mestr dezhan; leun eo a vulum hag a ro ar maro.
Explore S. Jakes 3:8
8
S. Jakes 3:1
Va breudeur, arabad eo e vez kalz a gelennerien en ho touez, rag dond a raio varnomp eur varnedigez rustoc’h.
Explore S. Jakes 3:1