Ha Jacob en em westlaz da Zoue en eur lavaret: Mar chom Doue ganen, rnar kendalc’h d’am diwall hed an hent dre behini e kerzan, ma ro d’in bara da zibri, ha dillad da viska;
mar distroan en peoc’h da di va zad, neuze an Aotrou a vezo va Doue;
hag ar mean-man em euz savet evit digas da zonj euz an traou-man, a vezo ti Doue; hag euz a gement tra em bezo bet diganez, O Doue, me a baeo d’id an deog!