1
Genes 25:23
Levr ar Genes ha Testamant Nevez 1897 (Jenkins)
JEN1897
Hag an Aotrou a lavaraz dezhi: Diou vroad-tud a zo en da gorf, ha daou bobl a vezo disparti etrezhe en eur zond er meaz euz da gorf. Unan euz ar boblou-ze avezo krenvoc’h eged egile; hag ar c’henta ganet anezhe a vezo servicher d’egile.
Compare
Explore Genes 25:23
2
Genes 25:30
Hag Esaü a lavaraz da Jacob: Ro d’in da zebri euz ar boazaden rouz-ze, euz an tam boued rouz ec’h euz aze; rag gwall skuiz oun. Dre’n abek da gement-se eo bet hanvet Esaü, Edom, (rouz).
Explore Genes 25:30
3
Genes 25:21
Hag Isaac a bedaz calonec an Aotrou evit he bried, rag n’he doa ket a vugale. Hag an Aotrou a zelaouaz he beden; ha Rebecca he c’hreg a goncevas.
Explore Genes 25:21
4
Genes 25:32-33
Setu me o vond da vervel, da betra a zervicho d’in-me ar gwir a vab hena? Ha Jacob a lavaraz: Tou d’in da genta. Hag e touaz d’ezhan: evel-se e verzaz he wir a vab hena da Jacob.
Explore Genes 25:32-33
5
Genes 25:26
Goude-ze e teuaz he vreur, crog gant he zorn e seul-troad Esaü; setu perag e oe galvet Jacob (an hini a gemer plas eun all). Tri-ugent vloaz a oa Isaac pa zeuaz he vugale er bed.
Explore Genes 25:26
6
Genes 25:28
Hag Isaac a gare Esaü, rag mad e kave kig al loened gwez lazet ganthan, mes Rebecca a gare Jacob.
Explore Genes 25:28