Diwallit d’en em vezvi gant gwin, pehini a zoug d’an diroll; mes bezit leun euz ar Spered; komzit etrezoc’h assambles dre salmou, hymnou ha canticou spirituel, en eur gana hag en eur salmi en ho calon d’an Aotrou; rentit grasou bepred evit pep tra da Zoue an Tad, en hano hon Aotrou Jesus‐Christ.