Choazet em euz ac’hanoud a‐douez ar bobl‐man hag a‐douez ar Jentiled, ha breman e kassan ac’hanoud etrezeg enhe, evit digeri dezhe ho daou‐lagad, hag ober dezhe tremen euz an devalijen d’ar sclerijen, hag euz a c’halloud Satan da Zoue, evit ma recevint dre ar feiz enoun ar pardon euz ar pec’hejou, ha lod en heritach ar zent.