1
I Thessalonied 5:16-18
Levr ar Genes ha Testamant Nevez 1897 (Jenkins)
JEN1897
Bezit joaus bepred. Pedit heb ehan. Rentit grasou en pep tra; rag kement‐se eo bolontez Doue en Jesus‐Christ en ho kenver.
Compare
Explore I Thessalonied 5:16-18
2
I Thessalonied 5:23-24
Ha ra zeuio an Doue a beoc’h he‐unan, d’ho santifia holl, ha ra vezo kement a zo enoc’h, ar spered, an ene hag ar c’horf miret divlam da zonedigez hon Aotrou Jesus‐Christ! An hini hen deuz ho kalvet, a zo fidel, hag ober a rai kement‐se.
Explore I Thessalonied 5:23-24
3
I Thessalonied 5:15
Diwallit na zeufe hini ac’hanoc’h da renta da zen an droug evit an drouk; mes heullit bepred ar pez a zo mad, hag etrezoc’h, hag e‐kenver an holl.
Explore I Thessalonied 5:15
4
I Thessalonied 5:11
Rag‐se roit courach an eil d’egile, hag en em edifiit an eil egile, evel ma her grit ive.
Explore I Thessalonied 5:11
5
I Thessalonied 5:14
Ho pedi a reomp, breudeur, gourdrouzit ar re a zo direiz, consolit ar re a zo dinerz a galon, harpit ar re febl, bezit leun a batianted e‐kenver an holl.
Explore I Thessalonied 5:14
6
I Thessalonied 5:9
Rag Doue n’hen deuz ket hon destinet d’ar goler, mes da gaoud ar zilvidigez dre hon Aotrou Jesus‐Christ, pehini a zo bet marvet evidomp
Explore I Thessalonied 5:9
7
I Thessalonied 5:5
rag c’houi a zo holl bugale ar sclerijen, ha bugale an deiz; n’omp ket euz an noz, nag euz an devalijen.
Explore I Thessalonied 5:5