1
Romaned 2:3-4
Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Koad21
Ha te a soñj dit eta, o den hag a varn ar re a ra ar seurt traoù-se hag o gra da-unan, e c’helli tec’hout diouzh barnedigezh Doue? Pe disprizañ a rez pinvidigezhioù e vadelezh, e basianted hag e hir gortozidigezh, hep anavezout e c’halv madelezh Doue ac’hanout d’ar geuzidigezh?
Compare
Explore Romaned 2:3-4
2
Romaned 2:1
Te eta, o den, piv bennak ez out pa varnez, te a zo dibardon, rak, o varn ar re all, e varnez da-unan, peogwir te a varn hag a ra an hevelep traoù.
Explore Romaned 2:1
3
Romaned 2:11
Rak Doue ne ra van ebet eus diavaezioù an dud.
Explore Romaned 2:11
4
Romaned 2:13
Rak n’eo ket ar re a selaou al lezenn a zo reizh dirak Doue, met ar re a vir al lezenn eo ar re a vo reishaet.
Explore Romaned 2:13
5
Romaned 2:6
pa roio en-dro da bep hini hervez e oberoù
Explore Romaned 2:6
6
Romaned 2:8
met droukc’hras ha fulor d’an dabuterien, d’ar re a stourm ouzh ar wirionez hag a sent ouzh an direizhder
Explore Romaned 2:8
7
Romaned 2:5
Met dre da galeted ha da galon dibened, e tastumez un teñzor a fulor evit deiz fulor ha diskuliadur barnedigezh reizh Doue
Explore Romaned 2:5