1
Geneliezh 45:5
Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Koad21
Bremañ n'en em c'hlac'harit ket ha n'ho pet ket keuz eus ma hoc'h eus gwerzhet ac'hanon evit bezañ degaset amañ, rak evit mirout ho puhez eo en deus va c'haset Doue en ho raok.
Compare
Explore Geneliezh 45:5
2
Geneliezh 45:8
Bremañ, n'eo ket c'hwi am c'hasas amañ met Doue eo. Lakaet en deus ac'hanon da vezañ tad da Faraon, aotrou war e holl di ha gouarnour war holl vro Ejipt.
Explore Geneliezh 45:8
3
Geneliezh 45:7
Doue en deus va c'haset en ho raok evit mirout evidoc'h ul lec'h war an douar hag evit reiñ deoc'h da vevañ dre un dieubidigezh vras.
Explore Geneliezh 45:7
4
Geneliezh 45:4
Jozef a lavaras d'e vreudeur: Tostait eta ouzhin. Hag e tostajont. Lavarout a reas: Me eo Jozef ho preur, an hini hoc'h eus gwerzhet evit bezañ kaset d'an Ejipt.
Explore Geneliezh 45:4
5
Geneliezh 45:6
Abaoe daou vloaz ez eus naonegezh e-barzh ar vro hag e-pad pemp bloaz c'hoazh ne vo nag arat nag eost.
Explore Geneliezh 45:6
6
Geneliezh 45:3
Jozef a lavaras d'e vreudeur: Me eo Jozef! Va zad, ha bev eo c'hoazh? Met e vreudeur ne c'hellent ket respont dezhañ rak spontet e oant dirazañ.
Explore Geneliezh 45:3
Home
Bible
Plans
Videos