Kanaouen Salomon 7
7
1Peger kaer eo da zreid gand da voutou, ô merc’h ar prens! frammou da zivorzed a zô ével kelc’hennou gréat gand daouarn ann obérour gwén.
2Da végel a zô ével eur c’hôp turnet, é péhini n’éz eûz két bihan a zivéradur: da gôv a zô ével eur bern gwiniez ha lili trô‐wer‐drô.
3Da zivrounn a zô ével daou iourc’h péré a zô gével.
4Da c’houzoug a zô ével eunn tour oliphant, da zaoulagad ével ar c’hi?-?bellou é Heshbon, é‐tâl ann ôr Bath?-?rabbim: da fri a zô ével tour al Liban, a zell oud Damascus.
5Da benn a zô ével ar C’harmel, ha bléô da benn ével mouk: ar roué a zô éréet é porzou.
6Péger kaer, ha péger koant oud, ô karantez, évid laouénez.
7Da vent a zô henvel oud eur wézen balmez, ha da zivrounn out bôdou ressin.
8Lavaret em eûz, war ar wézen?-?balmez é piñinn, é bôdou é kémérinn; bréma da zivrounn a vézo ével bôdou ar winien, ha c’houés da fri évêl hini avalou.
9Ha da c’hargaden a zô ével gwîn ar gwella évid va miñoun, péhini a zeûa d’ann traoun c’houék, ô lakout vuzellou ar ré péhini a zô cousket da gompza.
10Mé a zô d’am miñoun, hag hén a drô étrézeg enn‐oun.
11Deûz, va miñoun, déomp d’ar mésiou: chomoump é bourc’hiou.
12Savomp beûré mâd évit mont d’ar gwiniennou: gwélomp mar d’eo bleûnet ar winien, mar en em ziscô ar ressin iaouank; ha mar d’eo bleûnet ar gwéz‐grénad: éno e rôinn d’id va garantez.
13Ar mandragorou hô deûz rôet hô c’houés, hag oud hor ôriou a zô holl frouéz c’houék, ré névét ha ré gôz, péré am eûz miret évid‐od, va miñoun.
Iliyochaguliwa sasa
Kanaouen Salomon 7: SNG1858
Kuonyesha
Shirikisha
Nakili
Je, ungependa vivutio vyako vihifadhiwe kwenye vifaa vyako vyote? Jisajili au ingia
Published in London as part of a Celtic Hexapla in 1858.