Genes 3
3
CHAB. III.
1HOGEN ar serpant a oa ar finna euz a holl anevaled ar meaziou a oa bet great gant an Aotrou Doue. Lavaret a reaz d’ar vreg: Petra! Daoust ha Doue hen defe lavaret: Ne zebrot ket euz a bep gwezen a zo er jardin!
2Hag ar vaouez a respontaz d’ar serpant: Dibri a reomp euz frouez az gwez a zo er jardin;
3mes evit frouez ar vezen a zo e-kreiz ar jardin, Doue hen deuz lavaret: Ne zebrot ket euz honnes, ha ne douchot ket outhi, gant aoun ne vec’h skoet gant ar maro.
4Neuze ar serpant a lavaraz d’ar vaouez: N’e ket an dra-ze ho lako da vervel;
5mes Doue a oar e tigoro ho taou-lagad en dervez ma tebrot outhi, hag e viot neuze evel doueou, oc’h anaoud ar mad hag an drouk.
6Hag ar vaouez a velaz e oa mad frouezen ar vezen da zibri, dudius da velet, ha talvoudec braz evit rei skiant; hag e kemeraz euz he frouez, hag e tebraz, hag e roaz ive d’he fried, a oa en he c’hichen, hag he-man a zebraz ive.
7Hag ho daou-lagad a zigoraz dezhe ho daou; hag ec’h anavezjont e oant en noaz; hag e c’hrijont deliou fiez, hag e rejont peb a c’houriz d’ho diou groazel.
8Hag e klevjont mouez an Aotrou Doue, a oa o vale dre ar jardin d’ar mare ma tistane tomder an deiz. Hag Adam hag he c’hreg en em guzaz a-zirag an Aotrou Doue e-touez ar gwez euz ar jardin.
9Hag an Aotrou Doue a c’halvaz Adam, hag a lavaraz d’ezhan: E peleac’h emoud-te? Hag Adam a respontaz:
10Klevet em euz da vouez er jardin, hag em euz bet aoun, dre ma oann en noaz, hag ez oun eat da guzat.
11Ha Doue a lavaraz; Piou hen deuz disket d’id e oaz en noaz? Ha debret ec’h euz-te euz ar vezen em boa difennet ouzid dibri outhi?
12Hag Adam a respontaz: Ar vaouez ec’h euz roet d’in da bried he deuz roet d’in euz a frouez ar vezen, hag em euz debret.
13Hag an Aotrou Doue a lavaraz d’ar vaouez: Perag ec’h euz-te great kement-se? Hag ar vaouez a respontaz: Ar serpant hen deuz va zouellet, hag em euz debret.
14Neuze an Aotrou Doue a lavaraz d’ar serpant: Pa ec’h euz great kement-se, te a vezo milliget a douez an holl loened hag a douez an holl auevaled euz an douar; en em dreina a ri var da gov, ha dibri a ri ar boultren bep dervez euz da vuez.
15Ha me a lakai kasoui da zevel etre ar vaouez ha te, etre da lignez hag he hiui: hou-man a flastro d’id da ben, ha te a c’hlazo anezhi e seul he zroad.
16Lavaret a reaz d’ar vaouez: Me a gresko da boaniou pa vezi o tougen frouez; lakaad a ri da vugale er bed e-kreiz ar poaniou, ha da zezi-rou a droio var-zu da bried, hag hen a vezo mestr varnoud.
17Ha Doue a lavaraz da Adam: Pa e peuz sentet ouz mouez da bried, ha pa e peuz debret euz frouez ar vezen divarben pehini em boa roet d’id an urz-ma: Ne zebri ket euz honnes! malloz a vezo var an douar abalamour d’id; dre boan e tenni outhi da vagadurez bep dervez euz da vuez.
18Hag an douar a roio d’id spern hag askol, hag e tebri al louzou euz ar meaziou.
19Debri a ri da vara divar c’houezen da dal, ken a zistroi en douar euz a behini oud bet tennet; rag n’ed oud nemed poultren, hag e poultren e tistroi adarre.
20Hogen Adam a roaz d’he c’hreg an hano a Eva (buez), rag mam e oa da gement den a vev var an douar.
21Hag an Aotrou Doue a reaz da Adam ha d’he chreg saeou gant krec’hin hag ho gwiskaz ganthe.
22Hag an Aotrou Doue a lavaraz: Setu au de deuet da veza henvel ouzomp e-kenver an ana-oudegez euz ar mad hag euz an drouk. Brema ’ta diwallomp ne astenfe he zorn ha na gemerfe ive euz ar vezen a vuez, ha na zeprfe euz he frouez, ha na chomfe da veva da virviken.
23Hag an Aotrou Doue a lakeaz anezhan er meaz euz ar jardin Eden da labourad an douar euz a behini e oa bet tennet.
24Kas a reaz eta an den er meaz, ha lakaad a reaz er sav-heol euz ar jardin Eden, ar cherubined gant eur c’hleze a dan, evit diwall an hent d’ar vezen a vuez.
Právě zvoleno:
Genes 3: JEN1897
Zvýraznění
Sdílet
Kopírovat
Chceš mít své zvýrazněné verše uložené na všech zařízeních? Zaregistruj se nebo se přihlas
Published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935.

: